Miz even a oa, d'ar poent ma vez ar c'hezeg er-maez e-pad an noz.
Ur paotr yaouank eus Trelezan a oa bet o kas e gezeg da beuriñ en ur park.
Edo o tont d'ar gêr en-dro en ur sutal dindan ar c'hoann-loar pa glevas trouz ur c"harr o tostaat outañ.
Gwik ! Gwik ! Gwik ! Gwigour a oa gant ahel ar c'harr.
Kompren a reas diouzhtu e oa karr an Ankoù.
Mat ! Emezañ e mod-se e c"hellin gwelet ar c'harr-se ez eus kemend-all a anv diwar e benn.
Kuitaat a reas an hent hag ez eas da guzhat a-dreñv ur vodenn gelvez.
Edo ar c'harr o tostaat. Tri loen gwenn a oa sterniet outañ.
Daou waz gwisket e du, tokoù bras ganto, a oa gant ar c'harr.
Unan a oa o ren ar c'hezeg, unan all a oa en e sav war ar c'harr.
P'en em gavas ar c'harr dirak ar vodenn gelvez e voe klevet ur pezh strakadenn.
Chom a-sav ! a lavaras an hini a oa war ar c'harr d'egile.
Ha hemañ lavaret "ho ! ", hag ar c"hezeg chom a-sav.
Ibil an ahel a zo o paouez terriñ, a lavaras an Ankoù.
Kae da droc'hañ ur skourr diwar ar vodenn gelvez a zo aze !
Mevel an Ankoù a droc'has ur skourr.
Tailhañ a reas un ibil ha kempenn a reas ar c'harr.
Kerkent e loc'has adarre.
Mont a reas ar paotr yaouank d'ar gêr evel kustum.
Diouzh ar mintin avat e teuas terzhienn vras warnañ.
An devezh war-lec'h e voe lakaet e gorf er vered..
1 Peuriñ (da beuriñ)➣ paître
2 Sutal➣ siffler
3 Kann-loar➣ pleine lune
4 Tostaat➣ approcher (s')
5 Gwigour➣ grincement
6 Ahel➣ essieu
7 Emezañ (eme)➣ se dit-il
8 Diwar e-benn➣ au sujet de (à propos)
9 Bodenn°➣ buisson
10 Kelvez➣ coudrier, noisetier
11 Sterniañ➣ atteler, équiper
12 Gwaz (daou waz)➣ serviteur, valet
13 Ren (v)➣ diriger, mener
14 En e sav➣ debout
15 Ur pezh (+ anv)➣ un grand
16 Strakadenn°➣ craquement
17 Chom a-sav !➣ stop !
18 Ibil➣ cheville (bois)
19 O paouez➣ venir de ...
20 Skourr➣ branche
21 Kempenn (v)➣ arranger
22 Kerkent➣ aussitôt
23 Loc'hañ (v)➣ se mettre en mouvement
24 Adarre➣ à nouveau, encore
25 Terzhienn➣ fièvre
26 Bered (ar vered)➣ cimetière